Gant ar mirvaoù natur e vez kaset da benn teir c'hefridi disrannus : gwareziñ ar metoù naturel koulz hag ar spesadoù loened ha plant hag ar glad geologel, merañ al lec'hioù ha kizidikaat an dud. Ar statud a virva natur a zo unan eus ar statudoù gwareziñ kreñvañ e Frañs.
Maezioù stummet gant an dud...
Dont a ra maezioù mirva natur lanneier ha geunioù Groñvel eus gweredoù etre an dud hag an natur abaoe Nevezoadvezh ar Maen. Dre eztennañ an danvezioù krai (koadeier, lanneier, ha kement zo....) e-pad meur a gant vloaz ez eus bet aesaet diorren ar metoù-se hanter-naturel anezhe ha roet an tu da zelc'her bev ar spesadoù o deus kavet bod enne.
Ma vez meret Lann Bern ha Magor Penvern gant an AMV abaoe ar bloavezhioù 1990 e oa bet krouet ar mirva natur rannvroel e 2008 a-benn gwareziñ ar metoù-se dibar da gladoù naturel ha sevenadurel Breizh. Gouzout hiroc'h diwar-benn dalc'hoù ar mirout...
Ar mirva natur berr-ha-berr...
Deiziad krouiñ : 08/12/2008 Prantad rummata : 10 vloaz
Lec'h : Aodoù-an-Arvor, kumun Groñvel Gorread rummataet : 107,85 ha
Statud ar font : 1 perc'henn prevez, an Diazezadur evit gwareziñ annezoù al loened gouez
Pennadurezh rummata : Kuzul-rannvro Breizh
Merourez : Kevredigezh Talvoudekaat lec’hiennoù naturel Groñvel
Dalc'hoù ar mirout
Lanneier gleborek, taouarc’hegi, geunioù... un tamm muioc'h eget un hanter eus annezoù ar mirva natur a zo annezoù a laz kumuniezhel, da lavaret eo annezoù dibar dezverkus eus bevliesseurted Europa.
Kreñv eo an dalvoudegezh a-fet plant: 20 spesad plant dezhe un dalvoudegezh c'hladel greñv (er par europat, broadel, rannvroel) a zo bet renablet war al lec'h en o zouez al loa-raned (Luronium natans), man-pennek-ar-geunioù (Lycopodiella inundata) hag ar sekrep-gell (Rhynchospora fusca).
Reiñ a ra ar mirva natur bod d'ul liesseurted vras : spesadoù ral ha gwarezet evel man-taouarc'h La Pylaie (Sphagnum pylaesii), brizhig-ar-geunioù (Euphydryas aurinia), an nadoz-aer du (Sympetrum danae), maligorn Kemper (Elona quimperiana), ha kement zo.
Anavezet ez eus bet tri dalc'h mirout bras war ar mirva natur
-
gwareziñ an annezoù gleborek hag oligotrof ha buhez ar spesadoù en annezoù-se
-
ar fed ma 'z eus eus ur marelladur annezoù e kreiz ur mirva rannvroel a vevliesseurted
-
barregezh ar reizhiadoù e penn an diazadoù doureier
Gant an dalc'hoù-se eo bet kantreizhet krouiñ ar mirva natur, ar pezh a ro d'ar merour un atebegezh kreñv a-fet gwareziñ pe gwellaat an elfennoù-se eus ar glad naturel.
Evit dont a-benn ez eus bet savet ur steuñv merañ war ar prantad 2016-2024 :
En teul-mañ ez eus un dielfennadur hollek hag a ro tu da gompren mont en-dro ar mirva natur. Termeniñ a ra ivez an heñchañ strategel dre balioù war hir dermen (da dizhout) hag a zo displeget ha resisaet da c'houde dre balioù amzerelaet (e-doug dek vloavezh ar steuñv merañ).
TRADUCTION : Patrice Marquand - EOG Traduction