E kreiz ar Menez Du emañ mirva natur lanneier ha geunioù Groñvel. War 108 hektar, daou lec'h a ya d'ober anezhañ, un dek kilometr bennak etreze. Ennañ ez eus metoù ral ha liesseurt : lanneier gleborek pe taouarc'hek, strolladoù taouarc’hegi, pradeier gleborek oligotrof, halegegi ha bezvegi gleborgar, dervennegi trenkkar koulz hag un nebeud hirc'heotegi.
En hanternoz da C'Hroñvel ez a lanneier gleborek ec'hon ha ledan d'ober Lann Bern, koulz ha pradeier gleborek ha takadoù taouarc'hek war vord ar c'hanol Naoned-Brest.
Pelloc'h er c'hreisteiz ez eus e Magor Penvern ur marelladur dibar a annezoù, en o zouez ar geun trenkkar, al lanneier taouarc'hek hag ar pradeier gleborek.
Prenet eo bet al lec'hioù-se gant an Diazezadur evit gwareziñ annezoù al loened gouez evit o finvidigezh hag o zalvoudegezh ekologel ha meret int gant ar Gevredigezh Talvoudekaat lec’hiennoù naturel Groñvel abaoe 1990.
Krouet e oa bet mirva natur lanneier ha geunioù Groñvel e miz Kerzu 2008 diwar zivizadeg Kuzul-rannvro Breizh. Hag abaoe 2018 emañ e-barzh al lec'h-mañ an 50 tachenn natur gizidik eus Aodoù-an-Arvor, da lavaret eo lec'hioù ken kreñv o zalvoudegezh ekologel ken m'en deus divizet an Departamant gwareziñ ha talvoudekaat anezhe.
Dizoleiñ ar mirva natur...
-
emren-kaer a-hed ar bloaz war ar gwenodennoù
-
da geñver ur weladenn ambrouget bep Meurzh a-hed an hañv!
Gweladennoù heñchet pe frank hervez ho toare met kasit ganeoc'h gevellunedennoù ha boteier diouzh an dachenn !
TRADUCTION : Patrice Marquand - EOG Traduction