E kreiz ar Menez Du emañ mirva natur lanneier ha geunioù Groñvel. War 108 hektar, daou lec'h a ya d'ober anezhañ, un dek kilometr bennak etreze. Ennañ ez eus metoù ral ha liesseurt : lanneier gleborek pe taouarc'hek, strolladoù taouarc’hegi, pradeier gleborek oligotrof, halegegi ha bezvegi gleborgar, dervennegi trenkkar koulz hag un nebeud hirc'heotegi.

En hanternoz da C'Hroñvel ez a lanneier gleborek ec'hon ha ledan d'ober Lann Bern, koulz ha pradeier gleborek ha takadoù taouarc'hek war vord ar c'hanol Naoned-Brest.

Pelloc'h er c'hreisteiz ez eus e Magor Penvern ur marelladur dibar a annezoù, en o zouez ar geun trenkkar, al lanneier taouarc'hek hag ar pradeier gleborek.

Prenet eo bet al lec'hioù-se gant an Diazezadur evit gwareziñ annezoù al loened gouez evit o finvidigezh hag o zalvoudegezh ekologel ha meret int gant ar Gevredigezh Talvoudekaat lec’hiennoù naturel Groñvel abaoe 1990.

​Krouet e oa bet mirva natur lanneier ha geunioù Groñvel e miz Kerzu 2008 diwar zivizadeg Kuzul-rannvro Breizh. Hag abaoe 2018 emañ e-barzh al lec'h-mañ an 50 tachenn natur gizidik eus Aodoù-an-Arvor, da lavaret eo lec'hioù ken kreñv o zalvoudegezh ekologel ken m'en deus divizet an Departamant gwareziñ ha talvoudekaat anezhe.

Dizoleiñ ar mirva natur...

Gweladennoù heñchet pe frank hervez ho toare met kasit ganeoc'h gevellunedennoù ha boteier diouzh an dachenn !

TRADUCTION : Patrice Marquand - EOG Traduction

Association de mise en valeur des sites naturels de Glomel

32 rue Marcel Sanguy

22110 Rostrenen

02 96 29 32 59

a.m.v@free.fr

This site was designed with the
.com
website builder. Create your website today.
Start Now